|
Bro-Saoz (saozneg: England) eo ar vrasañ eus ar peder broad a zo en enez Breizh-Veur, anezhi al lodenn vrasañ eus ar Rouantelezh Unanet.
War-dro 50 763 000 annezad a oa o vevañ eno e 2006. Londrez eo ar gêr-benn. Un harz he deus gant Bro-Skos en norzh, Kembre er c'hôrnog ha Kerne-Veur er mervent. A-hent-all eo kelc'hiet gant morioù : Mor an Hanternoz, Mor Iwerzhon, ar mor keltiek, Kanol Bristol ha Mor Breizh.
N'eus yezh kefridiel ebet, met ar saozneg eo ar yezh vehikular ha yezh an dud dre vras. Al lur sterling (£) eo ar moneiz kefridiel.
Tennañ a ra hec'h anv saoznek (England) eus ur bobl eus Germania graet an Angled anezho, hag a stalias en Enez Vreizh er Vvet ha VIvet kantved , an anv brezhonek a zeu eus anv ur bobl all, hini ar Saksoned.
Istor
Dezvad er Rouantelezh-Unanet ha politikerezh
Pa voe krouet Dael Skos, Bodadenn Kembre ha Bodadenn Iwerzhon an Norzh gant Gouarnamant Tony Blair erru er galloud e 1997 e voe "digreizennet" ar gallout e Bro-Saoz etre 9 Bodadenn rannbarzhel. Kement-se a loc'has ur stourmadeg evit krouidigezh un Dael saoz ha zoken, evit broadelourion saoz zo, dizalc'hidigezh Bro-Saoz ha freuz ar Rouantelezh-Unanet.
Tuetoc'h eo Bro-Saoz eget ar peurrest eus ar Rouantelezh-Unanet gant ar Strollad mirour, a zo dreistpouezus e levezon amañ. Ar Strollad frankizour-demokrat zo kreñv dreist-holl er Mervent (Kuzulioù-Kontelezh Kernev-Veur, Devon ha Somerset zo bleniet gantañ), pa 'z eo kreñvlec'hioù ar Strollad Labour lec'hiet dreist-holl e Norzh ar Vro.
Amaezerezh diabarzh
Rannet eo Bro-Saoz e 9 Rannbarzh, rannet o-unan e kontelezhioù.
Questions for article:
|