|
Article on other languages:
|
Etre 3000 KJK ha 332 KJK eo e vez lec'hiet en amzer sevenadurezh Henegipt. Sevenadurezh an NilSoliet e oa berzh ar sevenadurezh-mañ war ar ster Nil, a zegase ul lec'hid strujus bep bloaz war barkeier he zraoñienn, a-drugarez d'an dourgreskoù. Kevredigezh HenegiptDaou brantad a gaver e istor Henegipt : - hini an Rouantelezhioù (betek 2000 Kt JK) ; - hini ar Faraoned (etre 2000 ha 332 Kt JK). Hanter Den-Hanter Doue e oa ar Faraon. Abalamour da se eo e voe savet ar piramidennoù ken brudet. Abalamour da se ivez e oa diharz e c'halloud, ha kriz alies. Dizingal-tre eo urzhaz ar Stad hengiptad : dindan ar faraon edo ar vizir, a oa ur seurt maodiern kentañ, ha dindanañ ur bern amaezhidi : ar skribed. Rannet eo an dud e tri rummad diforc'h mat : - An noblañs, karget da c'houarn ha da lakaat an urzh hag ar surentez da ren ; - Ar gloer, karget da erbediñ an doueoù, da virout ha da zonaat ar skiantoù ; - Ar boblañs, a rank labourat dindan e vistri hag a vev anezho o paeañ tailhoù. An Israelidi a oa un darn eus ar boblañs-se, a zivroas da ziazezañ bro Israel.
|
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.