|
Ar c'harkajou (Gulo gulo) a zo an eil izel brasañ eus kerentiad ar mustelidae. An izel nemetañ eus ar genad Gulo. Teir isspesad ez eus :
LivadurAr c'harkajou a zo un anevat tagos gant ur blevad gell e liv. Roudenoù melen en-deusalies war e gostezoù. Stank hag hir eo e greoñ ha ne vir ket an dour, ar pezh a zo talvoudus en endroioù yen evel ar re ma kaver ar garkajoued. Galloud a ra ar c'harkajou tizhout 25 kg ha 110 cm gant ul lost a 20 cm. Ouzh un arzh bihan eo heñvel gant ul lost hir. Ur c'hwezh fall tre a zo gantañ. Emzalc'hUn hollzebrer kentoc'h eget ur c'higdebrer gwir eo ar c'harkajou. Kreñv tre eo ha galloud a ra lazhañ anevaled ken vras hag un elan. Kirvi-erc'h a vez o hemolc'hañ, ar pezh a zo un a beg a gudennoù er rannvroioù lec'h m'o deus ar c'hirvi-erc'h ur pouezh armerzhel bras. N'argas ket ar c'harkajou an dud met rak m'argado alies loened tapet en un trap e voe lazhet a lies gant trapperien gwechall. Kemer a reont ivez preizhioù digant preizherien arall evel arzhed pe bleizi. Parañ a reont ar garkajoued e-pad an hañv met dizalet e vez plantadur ar fetus betek ar goañv. Menn ebet a c'hano ar barrezed ma n'eus ket kalz boued. Ar venned - tri pe pevar - avez ganet e-pad an nevez-amzer hag o oad-gour a dizhont goude ur bloavezh. 13 bloaezh a c'hell bevañ ar c'harkajou. AnnezEr rannvroioù arctek evel Alaska, hanternoz Kanada, Siberia ha Skandinavia e vev ar c'harkajou dreist holl. E gavout a reer ivez e Rusia hag er broioù baltek. Boutinoc'h e oa gwechall, avat. A-raok trevadennerezh Amerika gant an europeiz e kaved anezhañ betek ar Sierra Nevada e Kalifornia. Dianav eo poblañs a-vremañ ar garkajoued met n'eo ket bras ket o stankder, war a seblant. Liammoù diavaez |
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.