|
Article in other languages:
|
Ur relijion diazezet dreist-holl war un dudenn, eus ar Iañ kantved, ar C'hrist (an olevet) e ditl, eo ar gristeniezh. Disklêriañ a ra ar Gristenion ez eo bet kaset an dudenn-se e-touez an dud gant kentañ person an Dreinded, Doue an Tad. Doue deut da zen ez eo Jezuz-Krist eta evit ar Gristenion, pe, gant gerioù all, "Mab Doue", eil ferson an Dreinded. Hervez testeni istorek ar c'heodedour roman Flavius Jozef ha dreist-holl peder danevell e vuhez anvet an avieloù, skridaozet e gresianeg kozh, e veve e Palestina (Israel ha Palestina hiziv) un den, Jezuz a Nazared e anv (hebraeg: יְהוֹשֻׁעַ, Yəhošúaʿ). En avieloù e lenner eo bet ganet e Betleem ha marvet dre groazstagadur tost da Jeruzalem dre urzh ar Romaned a oe mistri war ar vro, war goulenn ul lez-varn relijiel renet gant beleion uhelañ ar relijion yuzev ma oa bet desavet Jezuz enno. Daneveller unan eus an Avieloù, Lukaz, a zanevellas ivez e zasorc'hidigezh a varv da varv da vev tri devezh war-lerc'h e sebeliadur hag e chomas e-touez e ziskibion e-pad daou_ugent devezh a-raok o c'huitaat (Yaou Bask)hag o sikour da sevel e Iliz dre zegas dezho ar Spered Santel, trede ferson an Dreinded (Pantekost). Kristenion a vez graet eus ar re a ra dave d'ar Jezuz-Krist-se emaomp o paouez brastaolenniñ. Tud all a nac'h gwirvoud istorek an dudenn, re all a nac'h e natur-Doue hag a sell outañ 'traken nemet evel un den, ha re all kalz raloc'h avat, 'traken nemet evel un doue. Kredennoù pennañ ar GristenionDiazezet eo ar relijion gristen war dudenn Jezuz-Krist. Ar pezh a zo boutin d'an holl gristenien eo e kredont :
Ar gredenn-se a vez graet "Feiz kristen" gant ar gristenien. Er Grennamzer e oa Europa penn-da-benn evel ur bloc'h unvan a-walc'h a fed sevenadurezh, diwar ar fed relijiel-se anvet "ar Gristeniezh" pe ar C'hristenva, diforc'h-mat diouzh ar broioù all lezanvet païan pe pagan e Reter pellañ Europa (reter ar Balkanoù) hag e Su Spagn, takadoù bet gounezet ur poent 'zo bet diwar goust ar Gristeniezh eta, gant an armeadoù muzulmat. Anvadurioù ar c'hredennoù kristen pe an ilizoù kristenRannet eo ar gristenien e teir c'hredenn disheñvel evit pezh a sell ouzh elfennoù all, nebeutoc'h a bouez dezho, eus ar feiz kristen. Dre-se emañ :
Questions for article: |
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
IHS Europe: Infrared Heating Systems for Home and Business.