|
Article on other languages:
|
Menez McKinley (Denali) e Alaska (Stadoù-Unanet) , gwelet an diliveadur etre e diaz hag e lein en un doare ne gaver neblec'h war an Douar
. Ur menez a zo ur stumm douarel a sav e dolzenn uheloc'h eget al leur en un takad bennak. Bez 'z ez eus menezioù war 24% gorread an Douar (52% hini Azia, 36% hini Norzhamerika, 22% hini Suamerika, 17% hini Europa). 1 diwar 10 den o deus e annez war ar menezioù (graet e vez ar venezidi eus outo). Pep a stêr pennañ en deus mamennoù lec'hiet er menezioù ken e teu hanter an dour evit an dud eus ar menezioù. Uhelder ar menezioùJedet e vez uhelder ar menezioù dre vuzuliañ an diforc'h etre live ar mor ha live o leinoù. Menez uhelañ war zouar a zo ar Menez Everest, dezhañ 8 848 m e uhelder ha lec'hiet e aradennad-venezioù ledanañ er bed. Posubl eo klask rekordoù uhelder all :
More about Menez: gwen menez, |
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.